en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kuitaat a raio gouel an Islandiz hag an Douar-Nevez e Pempoull label "Bravañ gouelioù Frañs"

Kuitaat a raio gouel an Islandiz hag an Douar-Nevez e Pempoull label "Bravañ gouelioù Frañs"

Reuz a zo er vro tro-dro d'ar Gouelioù hengounel breizhad...Un dek bennak dioute a zo bet lakaet war wel gant ar gevredigezh hag al label « Bravañ Gouelioù Frañs » ar bloaz-mañ. Met diskoachet he deus ar gazetenn l'Humanité ar 'zhun dremenet e oa liammet ar gevredigezh-se ouzh Pierre-Edouard Stérin, ur miliardour deus an tu dehoù pellañ a glask lakaat e grabanoù war pep tachenn a zo evit kreñvaat pouez e vennozhioù er gevredigezh. Peadra da chalañ gouelioù ar gouelioù hengounel a zo bet touellet. Evel gouel an Islandiz hag an Douar-Nevez e Pempoull, he deus divizet kuitaat « Bravañ gouelioù Frañs ». Aozet e vez ar gouelioù gant an ti-kêr hag ar gevredigezh Anjela Duval. Muioc'h a ditouroù gant Goulven Morvan, eilmaer Pempoull en karg eus ar sevenadur.


Ar gouelioù « Grains de Pirates » e Binig ha « redadeg bras bigi Porzh Noalou » e Arzhon er Morbihan o deus divizet ivez kuitaat ar gevredigezh « bravañ gouelioù Frañs ». N'eo ket bet embannet o diviz c'hoazh gant gouel ar Rouedoù Glas e Konk-Kerne na gant Gouel « Les Celtiques » e Gwenrann. Gouelioù ar Grenn-amzer e Lokournan avat o deus disklêriet chomfent ezel eus ar gevredigezh.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio